Eus ar Greun d'ar Bara

Hor baraerezh a fard baraioù biologel evidoc’h (diwar bleud fresk eus “An Ti-Feurn”, goell-toaz naturel, holen Gwenrann ha dour andon), poazhet e-barzh fornioù tommet gant keuneud.

Gant ar veilh e-kichen e vez malet ar greun produet gant merouri Kervegen hag ed eus Breizh hag eus Frañs a c’haller adkavout o orin.

Abaoe 1981 ez a ar vereuri en-dro hervez reolennoù al labour-douar biologel. Gounit a ra ed, segal hag ed-du war 40 hektar.